Tan De'i - Loeiza An Duigou

2023

  • Diverradenn
  • Video
  • Da lenn
  • Plijet / Displijet

Diverradenn

« Trugarez da ziskleriañ diouzhtu d’an apotiker ma ‘maoc’h tapet gant : terzhienn, drouk eskern, cheñchamantoù kroc’henn ha korf, strafuilh ha koll-memor. »

Souezhus eo ar reolenn-mañ, ha souezhusoc’h c’hoazh pa ouzer eo unan deus reolennoù mont-en-dro un uzin alumetez, hini tad Rubinia. Ha just a-walc’h, Rubinia ha krennarded all deus he c’hlasad skol o deus ur galloud kuzh, gouest int d’en em dreuzfurmiñ e loened. A-drugarez d’ar galloud dic’hortoz-mañ, ‘maint o vont da vezañ mignoned, hag e vo ret dezho stourm a-enep uzin tad Rubinia hag a zo o tistruj ar c’hoadeier, betek re…

Tan De’zi eo levr diwezhañ skrivet gant Loeiza An duigou. Kroget eo da skrivañ levrioù pa oa c’hoazh kelennourez ‘ba Diwan, ha ranket he deus ober un choaz etre an div vicher. Siwazh evit Diwan met eurusamant evidomp, he deus laosket da gostez ar c’helenn evit skrivañ levrioù evit ar grennarded, levrioù gant ur sapre ijin, gant faltazi ha traoù hud, awenet gant al lennegezh saoz, danvez un J. K. Rowling enni, me lâr deoc'h !

Ti-embann: Al Liamm
Bloaz: 2023
Niver a bajennoù: 168
Ment: 13x20
Skignet gant:Coop Breizh
Danvez: Romantoù evit krennarded
Skeudennaouet gant: Anna Duval-Guennoc

Video

Al levr kinniget gant Brezhoweb

Da lenn

Pour accéder à ce service :

Nous utilisons des cookies pour profiter d'une expérience optimisée, votre choix est conservé 6 mois et vous pouvez le modifier à tout moment dans l'onglet réduit « cookies » en bas à gauche de chaque page de notre site.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !