Koñchennoù Lanig Rouz - Radio Kerne

Meurzh 2022

  • Diverradenn
  • Video
  • Da glevet
  • Plijet / Displijet

Diverradenn

E 2009 eo bet embannet koñchennoù Lanig Rouz gant Arkae hag adembannet int bet e miz Meurzh 2022. Kontañ a ra Lanig Rouz en danevelloù-mañ e vugaleaj etre an daou vrezel ha skrivet int bet gantañ e brezhoneg war-eeun.

Anaoudegezh 'vez graet er podkastoù-mañ gant buhez an dud o chom e maezioù Bro-Gerne e kerzh ar bloavezhioù 1920-40. Un testeni ral skrivet e brezhoneg Kernev an hini eo gant meur a dro lavar deus ar vro ‘barzh.

Enrollet eo bet ar c’hoñchennoù e brezhoneg gant Reun Rest a orin deus an Erge Vras e studioioù Radio Kerne.

Daouzek koñchenn a zo da selaou war lec'hienn Radio Kerne, met tu zo deoc'h selaou un nebeud amañ dindan war lec'hienn Bed ar Brezhoneg.

Video

Ar podkast kinniget gant Brezhoweb

Da glevet

1. Ma c’hi du ha miz du

2. Da foar gan ar c’harr skaouet, lodenn gentañ

3. Da foar gan ar c’harr skaouet, eil lodenn

4. Da Gemper gant ar c’harr boutin

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !