Garlonn e live - Radio Naoned

Skignet d'ar 07 a viz Meurzh 2022

  • Diverradenn
  • Video
  • Da glevet
  • Plijet / Displijet

Diverradenn

Pedet eo bet Garlonn da ganañ e studio Radio Naoned evit lidañ mizvezh ar brezhoneg. N’eo ket dianveet hec’h anv rak tro ho peus bet d’ober anaoudegezh ganti war leurenn an taol lañs aozet e Langoned da-genver Gouel Broadel ar brezhoneg e miz Gouere.

Deuet eo eus Brest evit kinnig da Radio Naoned an tonioù he deus kompozet. Ganti war he chouk chakod e gitar akoustek, e koufr an oto un’ brasoc’h c’hoazh … Hini an delenn, ar benveg bras a lakao he c’herdin da zasonin e studio Radio Naoned.

Garlonn a zo 21 bloaz. Kroget eo gant ar sonerezh da 6 vloaz ha da ganan ha skrivan kanaouennoù tro d’he 16 vloaz. Gouest eo d’ober gant meur a venveg : Fleüt treuz klasel, fleüt treuz iwerzhonad, traverso, telenn ha gitar.

He fal : treuzkas deoc’h he bed sonerezh ha splujan ho tivskouarn e-barzh pozioù he c’hanaouennoù.

Video

Garlonn - Spi - An Taol-Lañs 2021

"NAONED E LIVE" : GARLONN - Paotr an avel

Da glevet

An abadenn NAONED E LIVE gant GARLONN

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !