Olier Bivig war-dro d’al lec’hioù tener - RKB

Skignet d'an 2 a viz Kerzu 2021

  • Diverradenn
  • Da glevet
  • Plijet / Displijet

Diverradenn

Aet eo Tomaz Laquaine da doullañ kaoz gant Olier Bivig, paotr e karg da verrañ al lec’hioù tener. Gantañ ‘vo gwelet penaos eo cheñcher an traoù war an doare da verrañ, gwareziñ ha difenn an tachennoù naturel war bord an aod e Bro-Dreger. Peseurt labour ‘vez kaset da-benn gantañ ? Petra ‘vez graet gant an departamant ‘vit dec’hel gant an ekosistem ? Penaos eo kemmet an endro ha peseurt plantennoù ha laboused ‘vez kavet c’hoazh ?

Diverradenn RKB

6 vloaz zo emañ Olier Bivig o labourat dindan departamant Aodoù-an-Arvor war-dro d’al lec’hioù tener a zo war bord an aod e hanternoz Bro-Dreger. Gant ar gwernioù an hini eo e vez ar muiañ a labour. Evit gwareziñ an ekositemoù-se e vez ret lakaat loened da beuriñ enne. Evel ba gwern Trêzhtel, en Tre(v)ou, ha ba hini ar C’helenn e Trebeurden (poltred). Ur pennad-kaoz ma vez komzet deus ar binvidigezh a vez kavet en tachennoù-se ha deus ar mod da wareziñ anezhe.

Da glevet

An abadenn

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !