Morlenn - Jorj Aberve-Gwegen

2021

  • Diverradenn
  • Video
  • Da lenn
  • Plijet / Displijet

Diverradenn

C’hwi zo bet ‘ba Brest kredabl ha taolet ur sell war ar vorlenn a sko war Plougastell ha ragenez Kraoñ pelloc'h c'hoazh... Pegen brav ha peoc’hus !

Met piv ‘neus soñj deus gannoù ar brezel ?

Gant al levr-mañ 'viet kaset da heul Anton Ruellan hag eñvorennoù e yaouankiz. Un istor kriz ha fromus Jorj Abherve-Gwegen, hag a dalveze Priz Dazont ar Brezhoneg, sur ha n’eo ket marteze…

Diveradenn Kuzul ar brezhoneg:

Labour, hunvreoù, karantezioù... treiñ a ra bravik e dammig buhez gant Anton... betek d’ar brezel lakaat e vedig-bed da horjellat. Ugent vloaz eo pa grog ar bombezadegoù da zrastañ Brest. Gant ar rekizadur taolet war an dud yaouank e vo ranket dezhañ mont da skoachañ war ar maez gant e geneil Julian. Pa zistroio da Vrest, e dibenn ar brezel, en em gavo sanket e spouron ar seziz. En em dennañ salv a raio eus an ifern-se, doaniet-don avat en e askre. Ha deuet ar peoc’h en-dro e tistro Brestiz d’o c’hêr tamm-ha-tamm met Anton ne gav ket e blas ken eno. Kuitaat Breizh eo a raio-eñ ha mont da glask e chañs da bellvro. Abeg gwirion e zivroañ avat n’eo ket an hini a grede da lod e oa. Daou-ugent vloaz war-lerc’h e konto Anton e istor d’ur studier yaouank deuet d’e enrollañ. Marevezh deroù ar radioioù dieub e oa…

Ti-embann: An Alac'h
Bloaz: 2021
Niver a bajennoù: 328
Ment: 12x19
Skignet gant: Kuzul ar Brehzoneg
Danvez: Romantoù

Video

Al levr kinniget gant Brezhoweb

Prezegenn Jorj Aberve-Gwegen e prizioù Frañs 3 2022

Da lenn

Pour accéder à ce service :

Nous utilisons des cookies pour profiter d'une expérience optimisée, votre choix est conservé 6 mois et vous pouvez le modifier à tout moment dans l'onglet réduit « cookies » en bas à gauche de chaque page de notre site.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !