Fin ar bloaz e Terrug - Radio Kerne

Skignet d'ar 14 a viz Kerzu 2021

  • Diverradenn
  • Da glevet
  • Plijet / Displijet

Diverradenn

Penaos e oa gouelioù fin ar bloaz goude ar brezel ? Petra ‘vije graet, evet pe debret ? Ha Profoù a oa da nedeleg ? Lidet e veze deiz kentañ ar bloaz ? Setu ar pezh eo aet da glask Benjamin eus Radio Kerne gant Yvonne Derrien a Derrug evit gouzout ha m’eo cheñchet hon doareoù da lidañ gouelioù fin ar bloaz e korf an dek vloaz ha tri-ugent diwezhañ.

Diverradenn Radio Kerne :

Miz-Du ha miz-Kerzu a zo mizioù trist. Teñval ha yen eo an amzer ha krog an devezioù da verraad, an dra-se zo kaoz sur a-walc’h eo bet graet “ar mizioù du” deuzouto. Met gwechall ne oa ket ken trist ha se pa teue fin ar bloaz, dreist-holl da zevezh Nedeleg pe d’an deiz kentañ ar bloaz ! Benjamin zo bet e Terrug oc’h en em gavout asambles gant Yvonne Derrien en-dro adarre, honnezh ‘deus soñj mat-tre deus Gouel Nedeleg hag an deiz kentañ ar bloaz goude ar brezel, amzer he yaouankiz.

Da glevet

An abadenn

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !