Santez Dahud - Roparz Hemon

1998

  • Diverradenn
  • Video
  • Da lenn
  • Plijet / Displijet

Diverradenn

Anavezout a rit a-dra sur, mojenn Kêr Is. Ar gêr vojennel bet koñfontet gant ar mor abalamour da Zahud, merc’h ar roue Gradlon. Santez Dahud a zo un istor disheñvel-krenn. Arruout a ra un den pinvidik ‘barzh Kêr-Is, un den hag a oar atizañ c’hoantoù an dud. Abalamour da galloud an arc’hant e troio da fall ar vuhez hag an darempredoù etre tud ar gêriadenn.

Un danevell berrik a-walc’h, plijus hag aes-tre da lenn, hag a glot mat gant an amzer a-vremañ. Unan deus pennoberennoù Roparz Hemon, embannet evit ar wech-kentañ e 1935, hag adembannet da heul betek ar pevare embannadur e 1998 gant Hor Yezh.

Ali Kuzul ar brezhoneg war al levr

Brudet-bras eo istor Kêr-Iz. An Diaoul, Dahud, ar briñsez fall taolet er mor gant he zad. Trec’het eo bet ar garantez. Un istor disheñvel a-grenn a gont Roparz Hemon: deuet eo Dahud da vezañ Santez. Gant dudi e vo lennet an danevell, ken evit kaerder an istor hag evit braventez ar yezh. Danièle Jego he deus skeudennaouet buhez ha marv “Santez Dahud”.

Ti-embann: Hor Yezh
Bloaz: 1935, 1939, 1969, 1998
Niver a bajennoù: 75
Danvez: Danevelloù

Video

Al levr kinniget gant Brezhoweb

Da lenn

Pour accéder à ce service :

Nous utilisons des cookies pour profiter d'une expérience optimisée, votre choix est conservé 6 mois et vous pouvez le modifier à tout moment dans l'onglet réduit « cookies » en bas à gauche de chaque page de notre site.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !