Ar maouezed e bed ar politik: bresk eo c'hoazh - RBG

D'an 10 a viz Kerzu 2021

  • Diverradenn
  • Da glevet
  • Plijet / Displijet

Diverradenn

Reiñ a ra ar gaoz skipailh Radio Bro Gwened da bemp maouez engouestlet e bed an emsav ha politikel.

Gant Youna Cojean hag Enora Molac eo bet kaset da-benn frapadoù kaoz gant Tifenn Siret, Anne Koadig, Laure Boussard, Stephanie Stoll ha Lena Louarn. Peseurt sell o deus ar maouezed-mañ war plas ar merc'hed e bed ar politikerezh, ur bed chomet pad pell hini ar baotred nemetken.

Diverradenn Radio Bro Gwened :

#MeTooPolitique a zo krog e-kerz an diskar-amzer, ur seurt luskad kommañset get embann diaesamantoù ur bochad maouezed e-mesk bed ar stourm hag ar politik.



Ar suhun-mañ e roomp ar gaoz da 5 maouez o deus ur sell a-ziàr o flas e bed am emsav & ar politik :
 Lena Louarn a zo bet kuzulierez Rannvro e-kerz 10 vlez, distroet eo àr ar pezh he deus bevet ha gwelet e-kerz ar bleadoù-se hag he buhez stourm evit ar yezh. Asambl geti e vo klevet Laure Boussard, kuzulierez e ti-kêr Karaez evit an tu enep; Tifenn Siret, kuzulierez-kêr b'An Henbont hag ezelez an UDB; Stephanie Stoll, kuzulierez rannvro a-houde un nebeut miziadoù ha prezidantez-bet Diwan etre 2015 ha 2021.



Anne Coadig he doa labouret àr plas ar maouezed en Emsav e-kerz he studioù, titouroù ouzhpenn roet get he sell hollekoc'h tro-dro plas ar maouezed er vuhez foran dre vras.

Da glevet

An abadenn

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !