Pirc'hirin ar menez - Gunnar Gunnarsson

2022

  • Aber
  • Romant
  • Gunnar Gunnarsson
  • 11
  • Diverradenn
  • Video
  • Da lenn
  • Plijet / Displijet

Diverradenn

Pirc’hirin ar menez a zo ur romant bet skrivet gant Gunnar Gunnarson unan deus skrivagnourien veur Bro-Island hag a skrive e daneg, yezh Bro-Danmark ‘lec’h ma oa o chom.

Unan deus e levrioù brudetañ eo, awenet gant e vuhez bersonel. Istor ur mesaer, Benedikt e anv, hag az a bep bloaz da zastum an tropelladoù deñved er menezioù asambles gant e gi hag e vaout.

Ur perc’hinded brav, ’barzh an natur gouez, bet troet e brezhoneg gant Pierrette Kermoal gant gerioù un tamm diaes da gompren a-wechoù. Hag embannet gant Aber !

Ali Aber war al levr

Pirc’hirin ar menez, romant gant Gunnar Gunnarsson (Brezhoneg gant Pierrette Kermoal) “Ar gerzhadenn-mañ a oa evel ur varzhoneg hollgaer, desket dindan eñvor, hag a vane en ho kwad.”

Sed a soñje ar mesaer Benedikt, ar benndudenn, en ur vont etrezek ar menezioù goloet a erc’h, e skleur al loar hag ar stered. Skoazellet gant e gi Leó hag e dour Roc’h, ez a bep bloaz, da vare an azvent, da glask an deñved chomet war-lerc’h er menezioù, p’eo bet dastumet an tropelloù, en diskar-amzer. Ar romant a zo danevell ar c’hlask-se.

Evel ur varzhoneg hollgaer eo an oberenn a-bezh, a lak levenez da ziwanañ e kalon al lenner. Gunnar Gunnarsson (1889-1975 e Reykjavik) zo e-touez skrivagnerion veur Island en XXvet kantved.

Ti-embann: Aber
Bloaz: 2022
Niver a bajennoù: 90
Danvez: Romant

Video

Al levr kinniget gant Brezhoweb

Da lenn

Pour accéder à ce service :

Nous utilisons des cookies pour profiter d'une expérience optimisée, votre choix est conservé 6 mois et vous pouvez le modifier à tout moment dans l'onglet réduit « cookies » en bas à gauche de chaque page de notre site.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !