Talm ur Galon - Startijenn

  • Paker Prod
  • Sonerezh Breizh a-vremañ
  • Startijenn
  • 17 euro
  • Diverradenn
  • Video
  • Da glevet
  • Plijet / Displijet

Diverradenn

Tu vo selaou seizhvet pladenn Startijenn, talm ur galon, adalek an 8 a viz Ebrel.

Dic'hortoz-krenn ec'h en em ziskouez amañ ar strollad mil brudet. Dont a ra a-benn Startijenn da gas da benn taolioù arnod gant tonioù disheñvel an eil d'egile. Livioù lemm a zo gant ar bladenn talm ur galon a-drugarez da daolioù arnod ar sonerien eztaolus ha frank a ziskouez o doareoù da seniñ ha da gizellañ kempennadurioù nevez.

Brav eo klevet strolladoù evel Startijenn a gendalc’h gant ar vinio-vombard. Darn an tonioù a zo lusket gant talm Youen Roue deus ar vombard hag hini Lionel Le page deus ar binioù. Ouzhpennit d’an daouad-mañ ar mod dreistordinal ma son Tangi le Gall Carré boest an diaoul, spered rock Julien Stévenin gant ar gitar bout ha talm batiri Jean Marie Nivaigne hag ho peus aze un 10 ton kempennet mat.

Video

Ar bladenn kinniget gant Brezhoweb

Klip Skilfoù An Noz

Da glevet

Pour accéder à ce service :

Nous utilisons des cookies pour profiter d'une expérience optimisée, votre choix est conservé 6 mois et vous pouvez le modifier à tout moment dans l'onglet réduit « cookies » en bas à gauche de chaque page de notre site.

Ar bladenn war Spotify

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !