Pour accéder à ce service :

Nous utilisons des cookies pour profiter d'une expérience optimisée, votre choix est conservé 6 mois et vous pouvez le modifier à tout moment dans l'onglet réduit « cookies » en bas à gauche de chaque page de notre site.

60 video

Bec'h de'i ! Tri miz war-lerc'h, piv eo Charlie ? (14-7)

  • Image fiche duree 02:06:59
  • Image fiche diffusion 09/04/2015

Pa vez deus un darvoud kriz e vezer paket, beuzet gant ur red keleier war an holl vediaoù hag a bad betek… an darvoud kriz da heul. Peseurt sell o dez ar gazetennerien hirie war o micher ? Peseurt kiriegezh o dez war ar c'heleier a gasont d'an dud, a c'ha ll bezañ faos pa'c'h int sañset gwiriañ anezhe da zigentañ ?
Da seurt goulennoù zo bet kinniget respontoù gant Mael Gwenneg (kazetenner, Rener abadennoù brezhoneg F3 Roazhon), Mathieu Herry (kazetenner e F3 Irwazh), Erwan Blanchard (kazetenner en Arvorig FM) ha Christian Le Meut (kazetenner en Telegramm).
Hag o soñj zo bet rannet ganimp gant skolajidi Diwan Plijidi, o deus bet prederiet war an dra-se hag o deus traoù da lâret…
Un degemer a-feson zo bet roet d'an abadenn gant skolaj Plijidi e-lec'h ma oa bet deus an abadenn-mañ !

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !