Pour accéder à ce service :

Nous utilisons des cookies pour profiter d'une expérience optimisée, votre choix est conservé 6 mois et vous pouvez le modifier à tout moment dans l'onglet réduit « cookies » en bas à gauche de chaque page de notre site.

61 video

Bec'h de'i ! 45 bloaz ar CRBC (14-3)

  • Image fiche duree 02:10:23
  • Image fiche diffusion 20/11/2014

E 1969 e oa bet savet Kreizenn an enklaskoù war Vreizh hag ar broioù keltiek gant Yves Le Gallo. Hirie 'vez kalzig a studierien a denn o mat deus an dielloù bodet el levraoueg stag deus ar Greizenn evit kas o enklaskoù pelloc'h. Mann 'met evit ar Bec'h de'i ! zo bet tennet teñzorioù zo – dornskridoù, levrioù kozh-kozh… – deus koufroù al levraoueg. N'eo ket bemdez 'vezont lakaet war-wel e mod-se !
Kaoz zo ivez en abadenn deus rann ar brezhoneg en UBO hag e skol-veur Roazhon II ivez, deus an abegoù o dez ar studierien da studial ar brezhoneg… Ur gaoz sirius a-walc'h, e-lec'h ma zo bet degaset un tamm heklev deus bedoù skañvoc'h gant mouezhioù teir flac'h donezonet da vat war ar c'han, Gwenn an Dreo, Maela Kloareg ha Perynn Bleunven.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !