Pour accéder à ce service :

Nous utilisons des cookies pour profiter d'une expérience optimisée, votre choix est conservé 6 mois et vous pouvez le modifier à tout moment dans l'onglet réduit « cookies » en bas à gauche de chaque page de notre site.

61 video

Bec'h de'i ! 9 – Peseurt labour-douar e Breizh a-benn 2020 ?

  • Image fiche duree 02:07:24
  • Image fiche diffusion 16/06/2012

Ar gaoz d'al labourerien-douar o-unan !
War beseurt hent mont evit lakaat an atantoù hag ar filierennoù da badout ? Produiñ kalz pe nebeut ? War tachennoù bras pe bihan ? Evit ar vro a-dost pe evit ar bed a-bezh ? Peseurt efedoù war an endro hag an natur ?
Sed amañ goulennoù hag a zo bet savet ouzh peizanted a Vro-Dreger hag a Vro-Leon. Peizanted oc'h anduriñ an enkadennoù a bep seurt : priz al laezh, DOUX en arvar, bezhin glas...
En abadenn Bec'h de'i miz Even o deus bet tro micherourien an douar da reiñ o santimant, frank, pe e vije fiziañs enne pe c'hwervoni.
Hag ivez : reportajoù, sonerezh gant Marie-Claire Le Corre ha Patrick Lefebvre, levrioù brezhonek nevez da lenn e-pad an hañv gant Christian Le Meut, Ken Tuch' ("Maget e Breizh") ha War-zu Amerika-ar-Su (e Bro-Beru).

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !