Pour accéder à ce service :

Nous utilisons des cookies pour profiter d'une expérience optimisée, votre choix est conservé 6 mois et vous pouvez le modifier à tout moment dans l'onglet réduit « cookies » en bas à gauche de chaque page de notre site.

247 video

Ramoneurs de Menhirs & Louise Ebrel – Pardon Koloreg

  • Image fiche duree 00:04:59
  • Image fiche diffusion 01/03/2012

Louise Ebrel paotred ar "Ramoneurs de Menhirs", asambles war leurenn Brezhoweb e miz Mae 2010, evit kanañ ar ganaouenn hengounel Pardon Koloreg.

Paozioù / Paroles de Pardon Koloreg
An deiz all, ha me oa bet e Pardon Koloreg.
Em boa gwelet ma mestrez war skalier ar vered.
Ha me 'vont d'he saludiñ, na ken kaer ’vel ma oa
Me a c'houlennas diganti, ha dimezet e oa.
Me n'on ket c'hoazh ma servijer, n'on ket c'hoazh dimezet.
Mes me raio fortun vad d'an heni ma c'hemerfe
Me 'm eus er gêr e ti va zad, pevar c’harr houarnet
Ha kezeg ar marchosi kapabl kouch ar reier.
Unan, daou, tri, pevar.
Met pa oan erru enno, n'em boa gwelet netra.
Nemet ur c'hozh kazh bihan fall 'oa ket evit logota.
Daou wele a oa ivez, un a bep tu d'an tan,
Al liñselioù a oa warne oant ket deus ar re voan.
Al liñselioù a oa warno oant ket deus ar re fin.
Nozvezh kentañ 'm oa kousket en doa kignet ma daoulin.
'Benn bremañ me cheñcho micher me 'z aio da rocker.
Ha lakain 'barzh ma gweleoù liñselioù lien kaer.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !