Kan Nedeleg ar glaskerien-vara – Louis-Jacques Suignard

  • Image fiche duree 00:01:00
  • Image fiche episode Rann 8

Kan Nedeleg ar glaskerien-vara kanet gant Louis-Jacques Suignard, enrollet e miz Kerzu 2012 e Ploveur, e-pad an abadenn Bec'h De'i "Beilhadeg an Nedeleg er Vro Vigoudenn".

Filmet 'ba ti-krampouezh Le Chant des Sirènes, e Kersiviny.

Paozioù
War-dro an hanternoz ar bloaz-se, ur mabig a zo ganet
An holl aelez deus an neñvoù d’an douar a zo diskennet
Hag o deus partoud anoñset, partoud dre ar c’hampagnoù
« Deuit pastored, pastorezed da adoriñ hom aotrou. »
Ur bloavezh mat e souetan deoc'h, dimeus a-greiz ma c'halon.
Ouzhpenn e suplian Jezus da reiñ e venediksion.
War ho tud ha war ho loened, d'ar re gozh prosperite.
Avantur vat d'ar re yaouank, hag ar baradoz goude.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !