Tañva, Foeterien 9 e Sardinia

  • Image fiche duree 00:01:08
  • Image fiche episode Rann s9e0

Evit an navet koulzad-mañ e tispenner roudoù 6 den yaouank etre 20 ha 32 vloaz e Sardinia. Aline, Soazig, Lara, Karen, Tangi ha Glenan a ya kuit evit 6 devezh gant un dornad euroioù en o godelloù.

O veajiñ war droad, gant ur c'harr-tan pe gant ur vag ez eont kuit diouzh kastell San Michele pintet a-us da gêrbenn an enezenn Gagliari.

Mont a reont goude war-zu hengêr fenikian Nora.Tremen a ray ar Foeterien dre gêrioù krennamzerel Bosa, Castelsardo hag Oristano pe mengleuz Porto Flavia. Dizoloet e vo ganto an Nuraghe, savadurioù na gaver nemet war an enezenn bet savet da vare oadvezh an arem.

Dre amprouennoù liesseurt e vo digarez d’ar Foeterien dizoloiñ ivez hengounioù Sardinia

Klikit amañ evit sellet ouzh rannoù Foeterien e Sardinia (2021) !
Arruet eo an 10vet koulzad, e Jorjia ! Foeterien e Jorjia (2022)

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !