Sonerezh an natur - Tuto Breizh

  • Image fiche duree 00:07:00
  • Image fiche episode Rann s2e7

Evit seizhvet rann Tuto Breizh eo en em gavet Juliette e Ranneg gant ar soner Erwan Lhermenier, evit deskiñ kement tra zo da c’hoût diwar-benn sonerezh an natur. Fellout a rafe deoc'h sevel ur binioù gant un delienn ? Kit war-lerc’h Juliette !

Tuto Breizh, un abadenn nevez savet gant Brezhoweb. Er gelaouenn-mañ e kinnig Juliette Roger deomp dizoleiñ Breizh dre he daoulagad, reoù un europeanez yaouank en em gavet nevez zo e Penn ar Bed !

Kontañ a ra deomp ar wech kentañ ma oa bet e Traoñienn ar Sent, ar mod m’he doa graet anaoudegezh gant an drouized, he fourmenadenn gentañ war hent ar valtouterien peotramant c’hoazh he gweladenn 'barzh un tour-tan...

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !