Skrivagnerien – Yann Bijer (19)

  • Image fiche duree 00:07:08
  • Image fiche episode Rann 19

Skrivagnerezed ha skrivagnerien int. Romantoù, danevelloù, barzhonegoù ha kanaouennoù a vez skrivet gante. Alies e vezont gwelet ha klevet er mediaoù da geñver embann ul levr, ur bladenn, met ne glever ket anezhe alies o lenn o oberennoù war-eeun, o lâret petra enne a zo a-bouez dezhe, doareoù ha temoù mesk-ha-mesk, o tisplegan pezh a dalv skrivañ evite, na pezh a zegas dezhe.
C'hoant zo savet e skipailh Brezhoweb goût hiroc'h war o soñjoù dezhe war ar pezh a reont, war an oberennoù a roont dimp ingal. Pevar warn-ugent anezhe o doa respontet d'hon fedadenn hag asantet dont da rannañ o soñjoù ganimp, ha ganeoc'h, en ur mod simpl hag eeun.

Sell aze pezh ac'h a d'ober danvez ar rummad “Skrivagnerien” a ginnigomp rannañ ganeoc'h amañ, tamm-ha-tamm, gant kalz a blijadur.

Skrivagnerien – Yann Bijer
Lennit ivez romant nevez-flamm Yann Bijer, Bar Abba, bet embannet nevez zo gant Al Liamm !

Piv eo Bar Abba ? Hervez ar Bibl en defe kinniget Pilatus, Gouarnour roman Judea, da Veleien-Veur Jeruzalem choaz ur prizoniad diwar an daou a oa da vezañ staget deus ar groaz, a-benn laoskel anezhañ da vont. Piv choaz ’ta ? Yeshouar an Nazôrean n'en doa kavet Pilatus netra da damall outañ, ha Bar Abba a oa bet toullbac'het war abeg en doa muntret ur beleg. Bar Abba ’ni eo a oa bet laosket da vont…

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !