Pili Pala - Rann 1
-
00:45:32
-
Rann 1
Elin, zo 'tougen ur babig, a c'hortoz gant enkrez disoc'h an amprouad diwezhañ : Sara, 'zo war un dro he mignonez hag he mezegez, a glask frealziñ anezhi. Met disoc'h an traoù a stroñs anezho o-div da vat. Ret vo da Elin kemer diaesañ diviz he buhez ha Sara 'ranko talañ ouzh an traoù ha bezañ daoust pe zaoust : choazañ an argerzhadur 'zo da vezañ heuliet pe, war he meno, klask ober diouzh mad he mignonez.
Pili Pala a gont istor un diviz mezegel a dro da fall ha goude ma vefe bet kemeret gant kendruez. 'Vel gant ur reustl e tistag an diviz-se un heuliad darvoudoù o dilerc'hioù n'hall den mestrañ warno. Sara Morris (Sien Reese Davies, Craith / Hidden) zo ur guzuliadourez anavet, a labour en un unvezh mezegiezh ar grouell : war var vo lakaet he buhez koulz micherel ha personel pa asanto, en despet da ali he c'heneiled, ober war-dro he mignonez Elin (Fflur Medi Owen) zo 'tougen ur babig. Un drama a sell an holl war temoù ar familh hag ar mignoniezh, al lealded d'an dud, droug an traisañ, dic'hoanag an difrouezhusted. Ha penaos dont a-benn da vont dreist an traoù daoust da daoust-pe-zaoust ar moral hag ar santimantoù.
Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !