Sous-titres
Pour accéder à ce service :

Nous utilisons des cookies pour profiter d'une expérience optimisée, votre choix est conservé 6 mois et vous pouvez le modifier à tout moment dans l'onglet réduit « cookies » en bas à gauche de chaque page de notre site.

Gant ar c’hoant dimeziñ… - Flapakarr n°3 (Koulzad 2)

  • Image fiche duree 00:03:15
  • Image fiche episode Rann s2e3

Ur sapre tudenn 'zo gant YB ! Ur paotr ankeniet bras, e krenañ hag e c'hweziñ, gant boked bleunioù brav etre e zaouarn... Ne vefe ket ur goulenn dimeziñ dre zigouezh ? Met n'eo ket ret anavezout egile e-raok goulenn dimeziñ gantañ ?

C'hwitet ho peus war ar c'houlzad 1añ ? Kit da welet anezhi -> Flapakarr.

Flapakarr zo un arload kenweturiñ nevez en he mod da vont en-dro rak implijout a ra ar brezhoneg. Kavet he deus buan implijerien e-leizh. Beajourien daonet eo ar Vretoned, hag ar vrezhonegerien ivez ! Kalz a hent a vez foetet gant Yan-Baol. Fellout a ra dezhañ e vefe graet « YB » (YeBe) anezhañ. Un embregerezh bihan zo bet savet gantañ evit sevel produioù kened gant bezhin. Nevez zo en deus kinniget e servijoù war arload Flapakarr. Kontant eo Yann-Baol (YB) d’en em gavout gant tud nevez a-drugarez d'an arload kenweturiñ "Flapakarr".

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !