Ar Barzhaz Breizh : Kervarker, skrivagner pe falser ?

  • Image fiche duree 00:07:56
  • Image fiche episode Rann s2e5

Anavezout a rit, sur a-walc’h, ar Barzhaz Breizh. An dastumad kanaouennoù pobl breizhek eus an XIXvet kantved, a-bouez-tre evit an hengoun dre gomz e Breizh. Ul levr hag en doa graet berzh pa oa deuet er-maez ha lakaet hengoun hag istor Breizh ouzh ar c'hiz 'ba Europa. Met petra a ouzomp diwar-benn e skrivagner, Kervarker, anv-pluenn Theodore Hersart ar Villemarque ? Ha penaos emañ kont gant tabut ar Barzhaz Breizh? Ha ma vefe bet ijinet danvez al levr ken pouezus-se gant e skrivagner ? Sed aze danvez ar video-mañ gouestlet da vuhez hag oberennoù Kervarker !

Istitlet e galleg hag e brezhoneg.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !